Brest — Montpellher, ar gortadennoù.

Stad Brestiz
6 min readAug 27, 2022
Daoust ur penn-kentañ c’hwitet, ul lusk brav a zo bremañ gant ar Vrestiz, a zegemer Montpellher, disul.

. Krogad 4 o tont, bloavezh Lig 1 2021–2022. 7vet, 4 foent.

Diverradenn verr ar c’hrogad tremenet, e ti Angers (1–3) :

Setu, Brest ‘zo bet trec’h war Angers ha n’eo bet gortozet nemet 2 grogad a-benn tapout 3 foent, an trede hini e ti ur skipailh a seblant kaout leun a ziaesterioù disheñvel. Gant ma oa bet tost ar Vrestiz da vezañ trec’h war Marsilha, un tamm broud a oa, dreist-holl gant tagadennoù Le Douaron pe c’hoazh Cardona. Met n’ez eus ket bet amzer da soñjal d’an traoù ankenius, ar Vrestiz o deus bet ar c’hoant, ar siriusted hag un tredeog ‘barzh ar c’hostez: setu ur sapre prof !

Ar paler ha paotr ar basenn tu-pe-du.

Ha koulskoude e oa kroget fall an endervezh, pa oa kollet ur vell gant Haris dirak e bal, lec’h ma oa Bizot dazloc’hus evit saveteiñ e re (4mn). Ha da c’houde, Belaïli ‘oa dañjerus (8mn) met dreist-holl eo bet kaset gantañ ur vunutenn goude-se ur vell dreist en tenn-korn war-zu Le Douaron (9mn). 0–1 ! Brest ‘oa neuze uheloc’h a live ‘vit gwir gant tagadennoù dañjerus (11, 17, 27mn) hag ur V/Bizot dreist ‘vel bep tro a oa aze ‘vit dec’hel al lañs (22mn). Brest ‘oa lusket mat ‘barzh ar c’hrogad hag ul lusk gwelloc’h c’hoazh a oa kaset gant an tredeog pa oa eñ gant ar c’hoant reiñ ur c’hartoñs ruz da Sabanovic (35mn). Unan taer evit ar skipailh enep met pezh ‘zo sur, Le Douaron a gase ur vell all ‘barzh pal Bernardoni (38mn) : setu hent an 3 foent kentañ ! Hag e-keñver an eil hanterenn, al lusk a ziskenne met ar Vrestiz o doa c’hoazh meur a argad gant Belaïli hag MPL da skouer (54, 57, 58mn) met an aljeriad a gase ur basenn tu-pe-du all, war-zu Dari ar wech-mañ evit an trede hini (65mn). 0–3 ! Siwazh, daoust ma veze soñjet d’ur c’hlean sheet a vefe bet dreist evit an holl, Boufal a blante (70mn) hag ar Vrestiz a oa gwasket er fin, o virout al lañs memestra. Gwelloc’h c’hoazh ‘c’hellfe bezañ bet neuze met, ar pouezhusañ a zo bet tapet ha gant siriusted dreist holl !

Bremañ ‘vez soñjet da V/Montpellher ha ret e vo tapout poentoù !

Dari leun a youl, ‘vel boas !

Palioù : Boufal (70mn) evit Angers. Le Douaron (10, 38mn) ha Dari (65mn) evit Brest.

Ar c’hoarierien brestad : Bizot — Duverne, Chardonnet (K), Dari, Brassier — Belkebla, Lees-Melou, Magnetti (Mbock, 90mn) — Belaïli (Honorat, 66mn), Pereira-Lage (Dembélé, 86mn), Le Douaron (Cardona, 86mn).

Chardonnet bolotenn aour !

Un nebeut statistikoù kostez brestad :

11 tenn kaset a-benn gant Brest, 7 gant Angers (7 ha 5 war-zu ar pal).

49% perc’henniezh ar vell.

488 a basenn gant ar re Ruz, 506 evit ar re wenn ha du.

10 fazi graet gant skipailh Der Zakarian, 9 gant hini Baticle.

Kartoñs ebet evit Brest. 2 hini melen hag ur c’hartoñs ruz evit Angers.

4 ‘maezh c’hoari a bep tu.

6 tenn-korn evit ar Vrestiz, 3 evit ar skipailh enep.

Brest da viken.

An notennoù :

Bizot, 6,5. Pebezh gward. Ret e oa harzañ 2 dagadenn dreist eus Angers pa oa skipailh Baticle tost d’ar c’hrogad rampo ha graet en deus d’un doare dreist. Ne oa ket sikouret gant e zifenn evit pal Angers, reizh ‘vefe bet ‘vitañ da zont a-benn da gas ar c’hlean sheet gentañ ar bloaz-mañ. A-enep da V/Monptellher emichañs !

Duverne, 7. Difenner-kreiz, adreger dehou pe kleiz met da gentañ penn ur c’hoarier a live uhel hag a zo bet ivez dreist oc’h harzañ an argaderien enep.

Dari, 7,5. Sapre daouad gant Brendan. Un difenn a galite hag ur pal, ur penn-kentañ deuet brav evit ar Marokan.

Chardonnet, 6,5. Sapre daouad gant Achraf. Nebeut a fazioù a vez graet gant ur c’habiten leun a youl. Ur gevrat da viken ‘vitañ, ha buan !

Brassier, 6. Ur c’hrogad hevelep live hag a-enep da V/Marsilha. Diaes e vo evit Fadiga kemer plas Duverne hag o welet live an niverenn 3, ne vo ket laosket e blas evit lakaat Duverne a-benn ‘vefe Fadiga war e gostez. Brassier ha Duverne a seblant neuze bezañ an daouad adregerien pennañ.

Belkebla, 6,5. Ar vell n’eo ket ken ur gudenn ‘vitañ ha gwelet eo bet en-dro. Ur sapre c’hoarier.

Lees-Melou, 7. Kaset en deus ar c’hartoñs ruz enep hag an dibaboù dreist ‘vez graet bewech gantañ.

Magnetti, 6,5. C’hoariet ‘vo gant 3 c’hreizer (gant ur 4–3–3) war a seblant betek fin ar bloaz gant m’eo efedus. Hag efedusoc’h c’hoazh e vo ar c’hreiz gant m’eo Mahdi Camara brestad. Kudennoù tud pinvidik a vo e Brest o welet live an 3 c’hreizer.

Pereira-Lage, 7. Sapre krogad a-enep d’e skipailh kozh, o kas an eil pal, met ivez o lakaat diaes an difennerien enep a-drugarez d’e resisted ha d’e dizh.

Belaïli. 7,5. Div basenn tu-pe-du evit an askeller aljeriad ha reizh eo bet, neuze o tagañ, met ivez en difenn. Ur c’hrogad deuet brav.

Le Douaron, 7,5. Daou bal evit an argader gall ha pebez disamm evitañ, dreist-holl e-keñver an tagadennoù c’hwitet a-enep da V/Marsilha. Pebezh plijadur gwelet Slimani e Brest met al labour a c’hell bezañ graet ivez gant Jérémy !

Gortozet ‘vez bremañ clean sheet kentañ ar bloaz !

Ar gortadennoù a-raok ar c’hrogad a-enep da V/Montpellher :

Brieuc.

Ar c’hrogad a seblant bezañ c’hoariet, gant ma vez an holl oc’h ijinañ Brest o vezañ trec’h war ur c’hlañv a skipailh eus Montpellher, klañv abaoe pell neuze, hag a raio ar veaj e Penn-ar-bed hep Savanier. Hag ouzhpenn da-se, ar c’hoarierien enep o deus war a seblant laosket ODO, ur gourdoner anavezet e Brest, hag a vefe skarzhet gant Montpellher ma vez kollet e ti Francis. Setu, an 3 foent a rank bezañ tapet, da vat. Goude ur c’hrogad rampo deuet brav a-enep da V/Marsilha hag unan sirius gounezet e Angers, droch ‘vefe bezañ trec’het a-enep d’ur skipailh a seblant neuze hanter marv, kollet ganto ur c’hrogad er gêr a-enep da Auxerre. Gant Slimani erruet e Brest d’ar merc’her, ar skipailh ‘vo sikouret gant ur gwir 9, gant m’eo bet diskouezhet e oa Le Douaron ur gwir warrior. Neuze, perak ket gwelet an niverenn 13 aljeriad o c’hoari e fin ar c’hrogad hepken. Hag e-keñver an 11 c’hoarier am eus c‘hoant ‘vefe kroget ar c’hrogad ganto, an dibaboù ‘zo diaes peogwir ur gwir bank a zo bremañ e Brest. Pebezh maread ! Ne vez ket cheñchet ar gward, an difenn nag ar c’hreiz ha setu, Pereira Lage, Le Douaron pe c’hoazh Dembélé o tont war an dachenn ‘vit skuizhaat c’hoazh gwelloc’h ar skipailh enep, ha marteze ‘vo trec’h ar wech kentañ e Le Blé ar bloaz-mañ !

Brest trec’h neuze, gant palioù a bep tu. Ar c’hlean sheet ‘vo ket evit ar c’hrogad o tont hervezon, ‘lavaromp neuze 3–1 evit ar re Ruz. Chardonnet, Honorat ha Slimani evit Brest. Nordin evit Montpellher. Ret eo skarzhañ ODO, ur gwir plijadur ‘vefe.

Ar skipailh brestad ‘m eus c’hoant gwelet : Bizot — Duverne, Chardonnet (K), Dari, Brassier — Belkebla, Lees-Melou, Magnetti — Honorat, Belaïli, Slimani.

Bec’h dezhi, war-zu an 3 foent !

. Fotoioù : SB29

. Adkavit Stad Brestiz war Twitter, Instagram ha Facebook : @Brestbzhg.

. @BrieucFurluking sikouret gant Mai.

--

--

Stad Brestiz

Compte en breton sur le Stade Brestois. Brest da viken 🔴⚪