Lille — Brest gwelet gant un harper brestad.
Goude bezañ gounezet ur c’hrogad Lig 1 a-enep Bourdel hag ur c’hrogad e Kib Bro C’hall a-enep Rodez, skipailh Brest a c’hoario warc’hoazh da 5e goude merenn e Lille, kentañ e Lig 1 hag a chom war 6 krogad gounezet da heul er c’hampionad. Ur sapre daeadenn a vo neuze evit skipailh ODO evit ar 25vet devezh Lig 1.
“Stad Brestiz” a zo neuze aet da sevel goulennoù gant un harper a gomz brezhoneg, a-benn reiñ ar gomz d’ar vrezhonegerien. Evit ar c’hrogad-mañ, aet omp da sevel goulennoù gant Mickaël evit gouzout hiroc’h war e zoare da welet ar c’hrogad a-enep Lille.
. Pennad-kaoz gant Mikaël Kalif (harper Brest) :
Demat deoc’h Kalif. Lavarit deomp ! Peur o peus kroget da harpañ Stad Brest ha penaos ?
Demat Brieuc. E miz c’hwevrer 1985 e oan bet da welet Brest-Bastia gant va zad, 10 vloaz hanter ‘oan. Ni n’oa gounezet 4–2. Er pal evit skipailh Bastia bez e oa Mlynarczyk, 2 vloaz da c’houde, gounezet en deus ar “Kevre ar Gampioned” gant Porto ! Diouzhtu, bamet e oan bet gant an aergelc’h e Francis Le Blé. War an dachenn e oa G.Buscher, un eñvorenn dibar, ne ’m eus ket diskroget diouzh ar c’hleub abaoe.
Dreist ! Hag harpañ a reoc’h neuze Stad Brest alies ar bloaz-mañ ?
Mont a ran harpañ ar Stad evit pep a grogad aboe pell. Met bremañ, heuliañ a ran pep krogad, dre ar skinwel alies pe dre ar skingomz Bleu Breizh izel war hentchoù Breizh !
Ha diaesoc’h eo evidoc’h bezañ entanet gant ar vell-droad e-pad ar bennad-amzer-se pe get ?
Diaesoc’h n’eo ket pa harper ur skipailh heñvel Brest, n’eo ket posubl diskrogañ an afer. Evit ar c’hrogadoù all, ya un tammig diaesoc’h eo surtoud n’eus den ebet er sportvaoù… Siwazh ! Trist eo er mare-mañ…
Ha neuze, petra ‘soñjoc’h eus skipailh Brest ar bloaz-mañ ? Petra ‘zo mat ha petra ‘zo da wellaat hervezoc’h?
Plijus-tre e kavan ar skipailh. C’hoari a reont mat-kenañ ! Pebezh plijadur da welet ar c’hoari eus aotrou ODO ! Ret eo kendalc’h da lakaat kalz a balioù, ha kemer nebeutoc’h a hini evel-just !
Hag un ali o peus war skipailh Lille ? Penaos ‘ijinoc’h ar skipailh-se?
Ya, Lille zo ur sapre skipailh, kreñv eus partoud ! Evit ar poent, ar maout ‘zo ganeomp ! C’hoari a reont mat-kenañ hag mont a reont buhan-tre dirak ar pal eus an eneber. Lakaat a reont kalz palioù ivez… Ret eo diwall ouzh ar c’hoarier Jonathan David dirak, rak henezh ‘zo dihunet bremañ ! Diaes e vo evit Brest met ni hon eus ur chañs memestra. Posubl eo evit Brest lakaat 2 pal disul !
2 pal memestra ! Ha neuze petra eo o fronostik evit ar c’hrogad ?
Ma fronostik evit ar c’hrogad ‘vo 2–2. Kein ouzh kein me gred ! Dihasti Brest gast ar c’hast !
. Adkavit Stad Brestiz war Twitter ha Facebook : @Brestbzhg.
. @BrieucFurlukin + @Stokistok