Naoned — Stad Brest, ar gortadennoù evit an derbi(atersadenn Mikaël Kalif ha “Michel Saupin”).

Stad Brestiz
8 min readSep 21, 2021

--

Youl ha c’hoant mar plij ! (Foto : AFP)

. Krogad 7, bloavezh Lig 1 2021–2022.

Ur poent tapet e sportva Gabriel-Montpied d’ar sul, setu dija ar Vrestiz o klask c’hoazh da vezañ trec’h ar wech kentañ ar bloaz-mañ en Naoned 3 devezh da c’houde. Un derbi breizhad pouezhusoc’h eget boas a vo neuze da 7e goude merenn !

Stad Brestiz” a zo neuze aet da sevel goulennoù gant un harper brestad hag unan eus Naoned a gomz brezhoneg, a-benn reiñ ar gomz d’ar vrezhonegerien, evel ar bloaz tremenet ! Evit an derbi breizhad e Naoned, aet omp neuze da sevel goulennoù gant Mikaël Kalif ha “Michel Saupin”. Emichañs e vo plijadur ganeoc’h da lenn !

Ar gortadennoù a vo adkavet er fin.

Bec’h dezhi Brestiz evit an derbi breizhad. (Foto : Icon sport)

. Pennad-kaoz gant Mikaël Kalif (harper Stad Brest) :

Demat dit Kalif ! Harpañ a rit Brest abaoe pell hag evit kregiñ ganti, penaos ‘ijinoc’h neuze ar bloaz-mañ evit hon skipailh o welet ar c’hrogadoù gentañ ? Ur bloaz aesoc’h a vo hervezoc’h eget an hini diwezhañ ?

E pad ar c’hrogadoù gentañ , hon skipailh ne oa ket ret fall. Ar c’hrogadoù a-enep da Lyon, Roazhon, Pariz hag Angers ‘oant dedennus. Siwazh, ni on eus ket gounezet unan… A-enep Strasburg ha Clermont, ar skipailh n’eus bet kudennoù… Pa vank a ra c’hoarierien pouezhus, Brest n’eus poan war an dachenn. A-benn ar fin, me gav din, pa vo distroet tout ar c’hoarierien gloazet, bez e vo ur skipailh kreñv-kenañ. Da lavaret eo ar skipailh a vo : Bizot — Pierre-Gabriel, Chardonnet (K), Hérelle, Uronen — Agoumé, Belkebla — Honorat, Faivre, Del Castillo — Mounié. Hiziv, kostez Clermont, Del Castillo, Uronen ha dreist-holl Mounié a vanke a galz. Gortoz a ran ivez an distro eus Hérelle. Neuze gant ar skipailh a seblant bezañ an hini kreñvañ, me gred ‘vo mat an traoù evit an SB29 . Normalament, ar bloaz a vo aesoc’h eget an hini diwezhañ.

Emichañs ‘vo adkavet buan hon wir skipailh ya ! Hervezoc’h eo kreñvoc’h ar skipailh ar bloaz-mañ neuze ? E-keñver ar pezh o peus lavaret ! Petra o peus soñjet eus marc’had ar c’hoarierien neuze ha petra eo o soñj war ar c’hoarierien erruet ?

Me gav din, hor skipailh a vo krenvoc’h ar bloaz-mañ ya. Ar marc’had a oa diaes-kenañ evit Grégory Lorenzi. A-benn ar fin, Uronen, Bizot ha Del Castillo a zo c’hoarierien dedennus, kreñv, ha n’int ket ker ! Gwelet ‘vo evit ar re all. War a seblant, Agoumé a zo kreñv a-walc’h. Evit Badji ha Coudert, diaes eo da lavar un dra bennak evit ar poent.

Setu Mikaël e ti Francis !

A-du penn-da-benn ! Devezh diwezhañ marc’had ar c’hoarierien a zo deuet brav. Petra o peus soñjet eus ar c’hrogad e ti Clermont neuze ?

Trist a oa c’hrogad-se… An 20 munutenn gentañ Brest c’hoarie fall, da c’houde betek an diskuizh, hor skipailh edo un tammig gwelloc’h. Me gav din, an dredeog en deus kounac’haet un denn-kastiz evit Brest ! Ha marteze unan all ivez war ar memez c’hoarier Faivre ! Da c’houde, goude an diskuizh, Chardonnet ‘n eus lakaet ur pal. Clermont ‘n eus kollet ar c’hoarier Gastien, gant ‘m en deus tapet ur c’hartoñs ruz, met siwazh Brest n’eus ket tenn gounnid tamm ebet eus se… Ar c’hoarierien edont fall dirak… Badji, Honorat ha Cardona o deus graet netra… 11 a-enep 10, met Brest a oa fall ha Clermont ‘n eus lakaet ur pal diabarzh a-benn ar fin…Biskoazh kement all ! N’eo ket ken posupl an dra-se gast ar c’hast ! Ret e oa gounnid ‘barzh Clermont, siwazh ni on eus dastummet nemet ur poent…

Dipitus e oa ar c’hrogad ya ! Ha neuze, penaos ‘weloc’h ar c’hrogad o tont a-enep ur skipailh evel Naoned ? Petra eo o soñj diwar ar skipailh-se ha hag ur bronostik o pefe evit an derbi breizhad ?

Setu an derbi dimerc’her a-enep Naoned hag o deus gounezet 1–4 e Angers ! Ni hon eus bet ur maread a gudennoù a-enep ar Ganaried ‘bloaz tremenet…Naoned ‘n eus ket chenchet kalz. Naoned a zo ur skipailh kreñv deus partoud. Diaes e vo evidomp kostez “La Beaujoire “. Aon ‘m eus un tammig da goll an derbi. Dre chañs, Michel Der Zakarian a zo unan gouest evit kavout penaos ober un taol duhont ! Gant Montpellher eñ en doa kavet an alc’hwez gant ar c’hoarierien ! Va bronostik evit an derbi Breizhad a vo 2–2. Krogad “nul”, rampo adarre ! Dihasti Brest gast ar c’hast !

Bezañ efedus en difenn hag en tagañ.

. Pennad-kaoz gant “Michel Saupin” (harper Naoned) :

Demat deoc’h ! Harper Naoned oc’h c’hwi, hag evit kregiñ ganti, c’hoant ‘m efe gouzout peur ho peus kroget da harpañ ar Ganaried ha penaos ?

Kroget ‘moa harpañ FCN abaoe… hum, n’eo ket sur benn ar fin. Bez eus deiziad ebet. Seblantout a ra bezañ “abaoe ar penn-kentañ” ! Stanked on, gant plijadur evel-just, e Naoned, abaoe moa donet er bed… Evidon, harpañ ur c’hleub ‘zo ul liamm etre un den hag hag ur geriadenn, pe ul lec’h. Neuze “poellek” e oa harpañ ar Ganaried. Met gwir eo, deuet eo bet kentoc’h el lise, d’ar mare ‘vezomp kad da vont er stad e-unan, gant mignoned… ha kompren ivez perak Naoned ‘zo ispisial, petra eo plas ar c’hleub er vell-droad, e filozofi, e weled ar c’hoari…

Kompren a ran mat ya, ur wir istor karantez eo ! Hag harpañ a rit neuze alies Naoned hiziv-an-deiz ? Penaos o peus kavet ar bloaz tremenet evit ho skipailh ha petra ‘za fall enno hervezoc’h ?

Evidon, liammet on c’hoazh gant ar c’hrezoù melen, met trist ivez… Al liamm etrezon ha ma skipailh ‘zo kreñv c’hoazh, met dipitet on memestra. Ul lodenn din ‘zo pelloc’h d’ar c’hleub bremañ, ar mare-mañ n’on ket o sellout ouzh hollad ar c’hrogadoù evel en amzer dremenet. Gallout a ra bezañ c’hwitet ur c’hogad a-wechoù, ne vo ket ken ur vezh kenañ evidon, siwazh… Echu eo ar “c’hoari mod-Naoned”, deuet eo ma c’hleub da vezañ ur c’hoariell d’un den sot da stagañ. Ne ran ket foutr diwar-benn plas an FCN e fin ar bloaz, heñvel eo evidon e-keñver Lig 1 pe Lig 2… Chom a ra memestra traouigoù evit mirout a liamm, gant c’hoarierion yaouank da skouer, met ar pal unan bremañ n’eo ket an trec’h, met ur cheñchamant renerezh… Neuze chom a ran harper an Naoned, evel-just ha bepred e vin !Kmet n’on ket fokused war an dachenn ar mare-mañ. Da skouer, ankouaet ‘moa dija, e-pad ar bloaz paseet, an eur pe devezh ar c’hrogad, un dra dibosupl a-raok ! Hiziv ‘gavan pouezhusoc’h mont er vanif a-enep skipailh kita… Da lavaret eo a-enep o vell-droad business, a-enep un den “megalo”, a-enep dispriz diwar-benn istor Naoned hag e filozofi, a-enep o sonjoù foll o vezañ atav o tirankañ ar c’hoach, gwerzañ c’hoarierion deus Naoned, sevel ur sportva nevez, fival al lec’h pleustradeg, ha traoù all c’hoazh !

Ya, diaes e seblant bezañ deuet memestra an istor karantez etre Naoned hag an harperien… Ha neuze, penaos ‘ijinoc’h neuze ar bloaz-mañ evit Naoned o welet ar c’hrogadoù gentañ ? Ur bloaz aesoc’h a vo hervezoc’h eget an hini diwezhañ ?

Neuze evit ar bloaz-mañ, marteze e vo diaesoc’h, marteze ne vot ket… Kudennoù a chomo memestra ! Tost emaon me oc’h harpañ ar fed ‘tiskenfent e Lig 2 evit ‘vefe gwerzhet ar c’hleub. O reiñ arc’hant ebet d’ar familh Kita !

Kompren a ran mat. Ur bloaz ispisial all neuze evidoc’h ! Hervezoc’h eo kreñvoc’h ar skipailh ar bloaz-mañ memestra ? Petra eo o soñj diwar marc’had ar c’hoarierien ha neuze petra eo o soñj war ar c’hoarierien erruet ?

Gwelout a ran marc’had ar c’hoarierion evel ur marc’had loened, ur sapre bordel eo. Gant ajanted pep-lec’h o klask kemer pezh arc’hant. Laouen on gwelout Randal Kolo-Muani amañ c’hoazh, met ret eo bezañ honest, gwelloc’h e vefe evitañ fiñval en ur c’hleub all…

Ha neuze, penaos ‘ijinoc’ h ar c’hrogad o tont a-enep da V/Brest ? Petra eo o soñj diwar hon skipailh hag ur bronostik o pefe evit an derbi ?

‘M eus ket sellet ouzh kalz krogadoù Brest, met plijus eo gwelout ar skipailh-mañ e Lig 1. Ha sur eo, plijus eo gwelout Michel Der Zakarian ! Ijin a ran ur c’hrogad rampo 1–1, met m’eo Brest trec’h ‘vefe feñtus, a-berzh Der Zak’ hag a oa bet lesanvet an “2CV” gant Kita !

An “2CV” en deus dija savetaet ac’hanomp ar bloaz tremenet gant Montpellher e Naoned ! Met dreist ‘vefe ya, nemet ‘m eus ket c’hoant gwelet ur c’hrogad rampo 1–1 all ! (c’hoarzh)

Ober gwelloc’h eget ar bloaz tremenet.

Gortadennoù Stad Brestiz :

Brieuc.

Ret eo tapout ur poent pe muioc’h a-enep da Naoned, un derbi breizhad eo ! Met malerusamant, n’eo ket ar c’hrogad pouezhusañ ar sizhun. A-enep da skipailh Metz ‘vo ret bezañ efedus. Ya, an efedusted, ur ger dianavezet evit ar Vrestiz hag a rank bezañ gouezet en-dro er Bojoer a-enep d’ur skipailh a zo bet memestra trec’h 1–4 war tachenn ur souezhus a skipailh eus Angers. 4 tenn war-zu ar pal : 4 fal. Setu an efedusted. Ret e vo diwall se zo sur.

Emichañs e vo Mounié ha Del Castillo prest da c’hoariñ peogwir dipitus eo an tagañ. Badji a seblant bezañ re wan (ar c’hrogad a-enep da skipailh Clermont a oa diaes evit kregiñ ganti). Cardona n’eo ket posubl ken ha krediñ tapout an dalc’h gant Said evel paler e fin ar c’hrogad e ti Clermont… Diaes e vo ar bloaz ! Met ur pal eus Cardona a welan mat evit respond din ! Met ret eo tennañ. C’hoant am eus gwelet tennoù. Tennoù mar plij.

Ret e vo diskouezh traoù mat ha gwelloc’h eget ar c’hrogadoù a-enep da Naoned ar bloaz tremenet. Ne vo ket diaes ! (3–1 e Naoned ha 1–4 e ti Francis…). C’hoant ha youl a vank e Brest. Ret eo dihuniñ. An derbi a zo ar mare mat evit en ober ! Ijin a ran neuze ur c’hrogad rampo (unan all) gant palioù. Met evit cheñch ‘lavarfen 2–2.

Palioù : Kolo Muani ha Fabio evit Naoned. Honorat ha Cardona evit Brest. Bec’h dezhi Brestiz, da viken.

Charbonnier.

. Adkavit Stad Brestiz war Twitter, Instagram ha Facebook : @Brestbzhg.

. @BrieucFurlukin

--

--

Stad Brestiz

Compte en breton sur le Stade Brestois. Brest da viken 🔴⚪